John 14:16-19

Breton(i) 16 Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h, 17 ar Spered a wirionez, na c'hell ket ar bed degemer anezhañ, dre na wel ket anezhañ, ha n'anavez ket anezhañ; met c'hwi a anavez anezhañ, abalamour ma chom ganeoc'h, ha ma vo ennoc'h. 18 Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded; dont a rin d'ho kavout. 19 C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez.