John 21:19-22

Breton(i) 19 Met, lavarout a rae kement-se, evit merkañ dre beseurt marv Pêr a roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heul ac'hanon. 20 Ha Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war e lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini a oa gourvezet war askre Jezuz e-pad ar goan, hag en devoa lavaret dezhañ: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout? 21 Pêr eta, o vezañ e welet, a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ? 22 Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heul ac'hanon.