Breton(i)
37 Evel ma komze, ur farizian en pedas da leinañ en e di; Jezuz a yeas, hag en em lakaas ouzh taol.
38 Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.
39 An Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez.
40 Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?
41 Roit, kentoc'h, an aluzen eus ar pezh hoc'h eus, ha pep tra a vo glan evidoc'h.
42 Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru, ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
43 Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, ha bezañ saludet war al leurgêrioù.
44 Gwalleur deoc'h, [skribed ha farizianed, pilpouzed]! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket, ha ma vale an dud warno hep gouzout emaint eno.
45 Neuze, unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz, hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez.
46 Ha Jezuz a lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.
47 Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv.