Mark 11:22-24

Breton(i) 22 Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet feiz e Doue; 23 rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ. 24 Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bediñ, kredit e vo roet deoc'h, ha kement-se a c'hoarvezo.