Breton(i)
46 Neuze e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ.
47 Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ.
48 Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon.
49 Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret; met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet.
50 Neuze, o vezañ e zilezet, an holl a dec'has kuit.
51 Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv; an dud yaouank a grogas ennañ,
52 met eñ a lezas ganto e wiskamant, hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.
53 Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.