Matthew 23:5-7

Breton(i) 5 O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se eo, o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad; 6 karout a reont ar plasoù kentañ er festoù, hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù; 7 karout a reont bezañ saludet er marc'hallac'hoù, ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, Mestr.