Matthew 5:14-16

Breton(i) 14 C'hwi a zo sklêrijenn ar bed; ur gêr savet war ur menez ne c'hell ket bezañ kuzhet; 15 ha ne vez ket enaouet ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e sklêrijenno holl dud an ti. 16 Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù, ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù.