1 Corinthians 2:8 Cross References - Breton
Matthew 11:25
25 En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!
Luke 23:34
34 Jezuz a lavare: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord.
John 3:19-21
19 Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
20 Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn, ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.
21 Met an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo disklêriet e oberoù, abalamour int graet e Doue.
John 7:48
48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?
John 8:19
19 Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: C'hwi n'anavezit na me, na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad.
John 9:39-41
39 Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel.
40 Hag hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall?
41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.
John 12:40-43
40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho.
41 Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ.
42 Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn.
43 Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.
John 15:22-25
22 Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.
23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad.
24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.
25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.
John 16:3
3 Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me.