1 John 2:10 Cross References - Breton

Matthew 13:21

21 met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ha ne bad nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent skouer fall.

Matthew 18:7

7 Gwalleur d'ar bed abalamour d'ar skouerioù fall! Rak ret eo e teufe skouerioù fall, met gwalleur d'an den ma teu drezañ ar skouer fall!

Luke 17:1-2

1 Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Ret eo e c'hoarvezfe skouerioù fall; met gwalleur d'an hini ma teuint drezañ. 2 Gwelloc'h eo dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen-milin, hag e vefe taolet er mor, eget ma rofe skouer fall da unan eus ar re vihan-mañ.

John 8:31

31 Jezuz a lavaras eta d'ar Yuzevien o devoa kredet ennañ: Mar chomit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.