James 2:5 Cross References - Breton

Matthew 5:3

3 Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!

Matthew 11:5

5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'heloù mat a zo prezeget d'ar beorien.

Matthew 25:34

34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed;

Mark 7:14

14 Neuze, o vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon, ha komprenit kement-mañ:

Luke 6:20

20 Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien, o lavarout: Eürus oc'h, c'hwi a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h!

Luke 9:57-58

57 Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, e kement lec'h ma'z i. 58 Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.

Luke 12:21

21 Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan, ha n'eo ket pinvidik e Doue.

Luke 12:32

32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.

Luke 16:22

22 En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet;

Luke 16:25

25 Abraham a respontas: Va mab, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanioù; bremañ eñ a zo diboaniet, ha te a zo er poanioù.

Luke 22:29

29 ha me a reizh deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad reizhet din,

John 7:48

48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.