John 13 Cross References - Breton

1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, evel m'en devoa karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar fin. 2 Ha da goulz koan (an diaoul o vezañ lakaet e kalon Judaz Iskariod, mab Simon, e werzhañ), 3 Jezuz, oc'h anavezout en devoa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue, hag e tistroe da Zoue, 4 a savas diouzh koan, a lamas e vantell, hag o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti. 5 Goude-se e lakaas dour en ur billig, hag en em lakaas da walc'hiñ treid e ziskibien, ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ. 6 Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Te, Aotrou, te a walc'hfe din va zreid! 7 Jezuz a respontas hag a lavaras dezhañ: Te n'ouzout ket bremañ ar pezh a ran; met e c'houzout a ri diwezhatoc'h. 8 Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi din va zreid. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'z po ket a lod ganin. 9 Neuze Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn. 10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl. 11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl. 12 Goude eta m'en devoa gwalc'het dezho o zreid, ha m'en devoa adkemeret e vantell, o vezañ en em lakaet ouzh taol, e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?. 13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on. 14 Mar em eus eta gwalc'het deoc'h ho treid, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile. 15 Rak roet em eus deoc'h ur skouer, abalamour ma reot evel ma em eus graet deoc'h. 16 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an hini kaset brasoc'h eget an hini en deus e gaset. 17 Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, mar sentit outo. 18 Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl; gouzout a ran ar re am eus choazet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep. 19 Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, abalamour, pa vo erruet, e kredot ar pezh emaon. 20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: an hini a zegemer an hini am bo kaset, a zegemer ac'hanon; hag an hini a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. 21 P'en devoe Jezuz lavaret kement-se, e voe poaniet en e spered, hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho. 22 Hag an diskibien a selle an eil ouzh egile, o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze. 23 Met, unan anezho, an hini a oa karet gant Jezuz, a oa kousket ouzh taol war-zu askre Jezuz. 24 Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c'houlenn eus piv e komze. 25 Eñ, o vezañ pleget a-us kerc'henn Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou! Piv eo? 26 Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ un tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod, mab Simon. 27 Ha goude m'en devoe Judaz kemeret an tamm, Satan a yeas ennañ. Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh ac'h eus d'ober. 28 Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak en devoa lavaret kement-se dezhañ. 29 Rak hiniennoù a soñje penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel; pe, ro un dra bennak d'ar beorien. 30 O vezañ eta kemeret an tamm, Judaz a yeas kuit raktal. Noz e oa. 31 Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ, roet eo bet gloar da Vab an den, ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ. 32 Mar deo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan, hag e roio gloar dezhañ prest. 33 Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. C'hwi am c'hlasko, hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien, me en lavar deoc'h-hu ivez bremañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont. 34 Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile. 35 Eus kement-mañ ec'h anavezo an holl penaos oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile. 36 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ; met te am heulio diwezhatoc'h. 37 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout-te. 38 Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon-me! E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog, na'z po va dinac'het teir gwech.

Matthew 26:2-5

2 Gouzout a rit emañ ar Pask a-benn daou zevezh, ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz. 3 Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz, 4 hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv. 5 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.

Matthew 26:45

45 Neuze e tistroas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.

Matthew 28:20

20 hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h; ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. [Amen.]

Mark 14:1-2

1 Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude; ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ e Jezuz dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv. 2 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.

Luke 9:51

51 Evel ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet diwar an douar, en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.

Luke 13:32-33

32 Eñ a lavaras dezho: It, ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaoulien hag ec'h echuan da reiñ ar yec'hed d'ar re glañv, hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin. 33 Koulskoude, ret eo din bale hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, evit na c'hoarvezo ket e varvfe ur profed er-maez eus Jeruzalem.

Luke 22:1-2

1 Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae. 2 Ar veleien vras hag ar skribed a glaske penaos e c'helljent lakaat Jezuz d'ar marv; rak doujañ a raent ar bobl.

Luke 22:53

53 Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur, ha galloud an deñvalijenn.

John 6:4

4 Setu, ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost.

John 7:6

6 Jezuz a lavaras dezho: Va amzer n'eo ket c'hoazh deuet; met hoc'h amzer-hu a zo atav deuet.

John 7:30

30 Klask a raent kregiñ ennañ; met den ne grede lakaat e zorn warnañ, abalamour e eur ne oa ket c'hoazh deuet.

John 8:20

20 Jezuz a lavaras ar c'homzoù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ; ha den ne groge ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh.

John 11:9-10

9 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ. 10 Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ.

John 11:55

55 Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat.

John 12:23

23 Ha Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar.

John 13:3

3 Jezuz, oc'h anavezout en devoa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue, hag e tistroe da Zoue,

John 13:34

34 Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.

John 14:28

28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon.

John 15:9-10

9 Evel m'en deus an Tad va c'haret, me am eus ivez ho karet; chomit em c'harantez. 10 Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad, hag e choman en e garantez.

John 15:13-14

13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned. 14 C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.

John 16:5-7

5 Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez? 6 Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon. 7 Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h.

John 16:28

28 Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad.

John 17:1

1 Jezuz a gomzas evel-se, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet; ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,

John 17:5

5 Ha bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed.

John 17:9-11

9 Pediñ a ran evito, ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit. 10 Ha kement a zo din, a zo dit; hag ar pezh a zo dit, a zo din; hag enno e vez roet gloar din. 11 Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, ha me a ya da'z kavout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni.

John 17:13-14

13 Ha bremañ, me a ya da'z kavout, hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno. 14 Roet em eus dezho da c'her, hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.

John 17:16

16 N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.

John 17:26

26 Hag em eus roet da anavezout dezho da anv, hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon, ha ma vin ivez enno.

John 18:4

4 Ha Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?

Luke 22:3

3 Met Satan a yeas e Judaz, lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek;

Luke 22:31

31 An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.

John 6:70-71

70 Jezuz a respontas dezho: Ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul. 71 Komz a rae diwar-benn Judaz-Iskariod, mab Simon, rak hemañ eo a dlee e werzhañ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.

John 13:4

4 a savas diouzh koan, a lamas e vantell, hag o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti.

John 13:26-27

26 Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ un tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod, mab Simon. 27 Ha goude m'en devoe Judaz kemeret an tamm, Satan a yeas ennañ. Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh ac'h eus d'ober.

Matthew 11:27

27 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.

Matthew 28:18

18 Jezuz a dostaas outo hag a lavaras dezho: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.

Luke 10:22

22 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ.

John 1:18

18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.

John 3:13

13 Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den [a zo en neñv].

John 3:35

35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.

John 5:22-27

22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab, 23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset. 24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. 25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo. 26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e-unan, 27 hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den.

John 7:29

29 Me a anavez anezhañ, rak dont a ran eus e berzh, hag eñ eo en deus va c'haset.

John 7:33

33 Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset;

John 8:42

42 Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, abalamour ma'z on deuet eus Doue, hag a-berzh Doue e teuan; rak n'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset.

John 13:1

1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, evel m'en devoa karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar fin.

John 16:27-28

27 rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue. 28 Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad.

John 17:2

2 hervez ma ec'h eus roet dezhañ galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ.

John 17:5-8

5 Ha bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed. 6 Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed; dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her. 7 Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout. 8 Rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o deus o degemeret, hag o deus anavezet e gwirionez on deuet ac'hanout, hag o deus kredet ec'h eus va c'haset.

John 17:11-13

11 Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, ha me a ya da'z kavout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni. 12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet. 13 Ha bremañ, me a ya da'z kavout, hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.

Luke 12:37

37 Eürus ar servijerien a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol, hag e servijo anezho.

Luke 17:7

7 Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur mevel oc'h arat, pe o vesa al loened, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ, hag en em laka ouzh taol?

Luke 22:27

27 Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol, pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Ha koulskoude me a zo en ho touez evel an hini a servij.

Luke 7:38

38 hag oc'h en em zerc'hel a-dreñv, ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù, ha d'o zorchañ gant blev he fenn; pokat a rae d'e dreid, hag ec'h eoulie anezho gant ar c'hwezh-vat.

Luke 7:44

44 Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelet a rez ar wreg-mañ? Deuet on ez ti, ha ne'c'h eus ket roet a zour din evit gwalc'hiñ va zreid; met hi he deus o douret gant he daeroù, hag he deus o sec'het gant he blev.

John 13:8

8 Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi din va zreid. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'z po ket a lod ganin.

John 13:10

10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl.

John 13:12-14

12 Goude eta m'en devoa gwalc'het dezho o zreid, ha m'en devoa adkemeret e vantell, o vezañ en em lakaet ouzh taol, e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?. 13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on. 14 Mar em eus eta gwalc'het deoc'h ho treid, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile.

John 19:34

34 Koulskoude unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e tilamas anezhañ gwad ha dour.

Matthew 3:11-14

11 Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 12 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket. 13 Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ. 14 Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?

Luke 5:8

8 Simon Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz, hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on.

John 1:27

27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.

John 12:16

16 E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se; met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn, hag e oant bet c'hoarvezet gantañ.

John 13:10-12

10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl. 11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl. 12 Goude eta m'en devoa gwalc'het dezho o zreid, ha m'en devoa adkemeret e vantell, o vezañ en em lakaet ouzh taol, e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?.

John 13:36

36 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ; met te am heulio diwezhatoc'h.

John 14:26

26 Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù, hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h.

Matthew 16:22

22 Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Doue ra viro, Aotrou! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.

Matthew 21:29

29 Eñ a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ, hag ez eas.

Matthew 26:33

33 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.

Matthew 26:35

35 Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavare ar memes tra.

John 3:5

5 Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue.

John 13:6

6 Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Te, Aotrou, te a walc'hfe din va zreid!

Matthew 27:24

24 Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ; soñjit-se.

Matthew 6:12

12 pardon deomp hor pec'hedoù evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp,

John 15:3

3 Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.

Matthew 26:24-25

24 Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet. 25 Judaz, an hini en gwerzhe, o komz, a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec'h eus.

John 2:25

25 Ha n'en devoa ket ezhomm e vije roet testeni dezhañ gant den, rak anavezout a rae e-unan ar pezh a oa en den.

John 6:64-71

64 Met, bez' ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re na gredent ket, ha piv e oa an hini en gwerzhje. 65 Hag e lavare: Abalamour da gement-se eo, em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad. 66 Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas, ha n'aent ket ken gantañ. 67 Jezuz a lavaras eta d'an daouzek: Ha c'hwi, ne fell ket deoc'h mont kuit ivez? 68 Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus komzoù ar vuhez peurbadus, 69 ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out [ar C'hrist,] Mab an Doue bev.

John 13:2

2 Ha da goulz koan (an diaoul o vezañ lakaet e kalon Judaz Iskariod, mab Simon, e werzhañ),

John 13:18

18 Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl; gouzout a ran ar re am eus choazet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.

John 13:21

21 P'en devoe Jezuz lavaret kement-se, e voe poaniet en e spered, hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho.

John 13:26

26 Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ un tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod, mab Simon.

John 17:12

12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet.

Matthew 13:51

51 Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya, a respontjont.

Mark 4:13

13 Hag e lavaras dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos e komprenot ar re all?

John 13:7

7 Jezuz a respontas hag a lavaras dezhañ: Te n'ouzout ket bremañ ar pezh a ran; met e c'houzout a ri diwezhatoc'h.

Matthew 7:21-22

21 Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù. 22 Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?

Matthew 23:8-10

8 Met c'hwi, na rit ket ho kervel mestr, rak unan hepken eo ho Mestr, [ar C'hrist,] ha c'hwi holl a zo breudeur. 9 Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù. 10 Na rit ket ho kervel renerien, rak unan hepken eo ho Rener, ar C'hrist

Luke 6:46

46 Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?

Luke 7:43

43 Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini a zo bet pardonet ar muiañ dezhañ. Jezuz a lavaras dezhañ: barnet mat ec'h eus.

Luke 10:28

28 Jezuz a lavaras dezhañ: Respontet mat ec'h eus; gra kement-se hag e vevi.

John 11:28

28 P'he devoe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari, he c'hoar, e-kuzh, hag e lavaras dezhi: Ar Mestr a zo amañ, hag e c'halv ac'hanout.

Matthew 20:26-28

26 Ne vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer. 27 Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho mevel. 28 Evel-se eo deuet Mab an den, neket evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.

Mark 10:43-45

43 Na vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer. 44 Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo mevel an holl. 45 Rak Mab an den n'eo ket deuet evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.

Luke 22:26-27

26 Met c'hwi, na rit ket evel-se; ra vo ar brasañ en ho touez evel ar bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij. 27 Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol, pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Ha koulskoude me a zo en ho touez evel an hini a servij.

Matthew 11:29

29 Kemerit va yev warnoc'h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù;

Matthew 10:24-25

24 An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou. 25 A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr, ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh.

Luke 6:40

40 An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr; met pep diskibl mat a vo evel e vestr.

John 3:3

3 Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den a-nevez, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue.

John 15:20

20 Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.

Matthew 7:24-25

24 An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h. 25 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h.

Matthew 12:50

50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Matthew 22:38-41

38 Hennezh eo ar c'hentañ hag ar brasañ eus ar gourc'hemennoù. 39 Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 40 Eus an daou c'hourc'hemenn-se, e talc'h an holl lezenn hag ar brofeded. 41 Evel ma oa ar farizianed en em zastumet, Jezuz a reas ur goulenn outo,

Luke 11:28

28 Met Jezuz a lavaras: Eürusoc'h eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!

Luke 12:47-48

47 Ar merer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest, ha n'en deus ket graet ar volontez-se, a vo skoet warnañ kalz a daolioù. 48 Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet, hag en deus graet traoù din a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc'h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h c'hoazh digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.

John 15:14

14 C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.

Matthew 10:36

36 hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh.

Matthew 26:23

23 Eñ a respontas dezho: An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh eo am gwerzho.

Mark 14:20

20 Eñ a respontas dezho: Unan an daouzek eo, ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.

John 6:70

70 Jezuz a respontas dezho: Ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.

John 13:10-11

10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl. 11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl.

John 15:16

16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va choazet, met me eo am eus ho choazet, hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot, ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, ha ma roio va Zad deoc'h ar pezh a c'houlennot outañ em anv.

John 15:19

19 Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ; met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed, met ma em eus ho choazet er bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.

John 21:17

17 Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.

Matthew 11:3

3 Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?

Matthew 24:25

25 Setu, em eus e lavaret deoc'h a-raok.

Luke 21:13

13 Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da desteniañ.

John 1:15

15 Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.

John 8:23-24

23 Hag eñ a lavaras dezho: C'hwi a zo eus traoñ, me a zo eus krec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ; me n'on ket eus ar bed-mañ. 24 Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù: rak ma ne gredit ket ar pezh emaon, c'hwi a varvo en ho pec'hedoù.

John 8:58

58 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon.

John 14:29

29 Ha me am eus e lavaret deoc'h bremañ, a-raok ma erruo an dra, evit pa vo erruet, e kredot.

John 16:4

4 Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h.

Matthew 10:40-42

40 An neb ho tegemer, am degemer, hag an neb am degemer, a zegemer an hini en deus va c'haset. 41 An neb a zegemer ur profed en anv a brofed, en devo ur gopr a brofed; an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh, en devo ur gopr a zen reizh. 42 Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma'z eo va diskibl, en lavaran deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.

Matthew 25:40

40 Hag ar Roue a responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.

Mark 9:37

37 Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ abalamour da'm anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.

Luke 9:48

48 hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl eo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.

Luke 10:16

16 An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon, hag an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset.

John 12:44-48

44 Met Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon, met en hini en deus va c'haset. 45 Hag an hini a wel ac'hanon, a wel an hini an deus va c'haset. 46 Me a zo deuet er bed evel sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon. 47 Ha mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket ennon, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit e saveteiñ. 48 An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner; ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ en deiz diwezhañ.

Matthew 26:21

21 E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am gwerzho.

Matthew 26:38

38 Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit ganin.

Mark 3:5

5 Neuze, o sellout outo gant fae, hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h [evel egile].

Mark 14:18

18 Evel ma oant ouzh taol, ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am gwerzho.

Luke 22:21-22

21 Met setu, dorn an hini am gwerzh a zo ouzh an daol-mañ ganin. 22 Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra, evel ma'z eo merket; met gwalleur d'an den ma'z eo gwerzhet drezañ!

John 11:33

33 Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, ha penaos e ouele ivez ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet;

John 11:35

35 Jezuz en em lakaas da ouelañ.

John 11:38

38 Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez: ur c'hev e oa, hag ur maen a oa lakaet warnañ.

John 12:27

27 Bremañ va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ! Met evit kement-se on deuet en eur-mañ.

Matthew 26:22

22 Gwall-c'hlac'haret e oant, ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha me eo?

Mark 14:19

19 Neuze en em lakajont d'en em c'hlac'hariñ; hag e lavarjont dezhañ, an eil goude egile: Ha me eo?

Luke 22:23

23 Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.

John 11:3

3 Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo klañv.

John 11:5

5 Jezuz a gare Marta, hag he c'hoar, ha Lazar.

John 11:36

36 War gement-se ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ.

John 13:25

25 Eñ, o vezañ pleget a-us kerc'henn Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou! Piv eo?

John 19:26

26 Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.

John 20:2

2 Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.

John 21:7

7 Setu perak, an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Ha Simon-Pêr, oc'h anavezout e oa an Aotrou, a lakaas e sae war-c'horre (rak en noazh e oa) hag en em daolas er mor.

John 21:20

20 Ha Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war e lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini a oa gourvezet war askre Jezuz e-pad ar goan, hag en devoa lavaret dezhañ: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout?

John 21:24

24 An diskibl-se eo, a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet, ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.

Luke 1:22

22 Pa voe deuet er-maez, ne c'helle ket komz outo, hag ec'h anavezjont en devoa bet ur welidigezh en templ, rak dre sinoù en roe da gompren dezho; hag e chomas mut.

Luke 5:7

7 e rejont sin d'o c'henvreudeur hag a oa er vag all, da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag, en hevelep doare ma'z aent d'ar foñs.

Mark 14:19-20

19 Neuze en em lakajont d'en em c'hlac'hariñ; hag e lavarjont dezhañ, an eil goude egile: Ha me eo? 20 Eñ a respontas dezho: Unan an daouzek eo, ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.

Luke 22:21

21 Met setu, dorn an hini am gwerzh a zo ouzh an daol-mañ ganin.

John 12:4-6

4 Neuze Judaz Iskariod, mab Simon, unan eus an diskibien, an hini a dlee e werzhañ, a lavaras: 5 Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner, evit o reiñ d'ar beorien? 6 Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en dije preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer, hag o vezañ ma oa gantañ ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni.

John 13:30

30 O vezañ eta kemeret an tamm, Judaz a yeas kuit raktal. Noz e oa.

Matthew 12:45

45 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.

Mark 6:25

25 Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.

Luke 8:32-33

32 Bez' e oa eno ur vandenn vras a voc'h o peuriñ war ar menez; hag e pedent anezhañ d'o lezel da vont er moc'h-se; eñ o lezas da vont. 33 An diaoulien eta o vezañ aet kuit eus an den, a yeas er moc'h, hag ar vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag a voe beuzet.

Luke 2:10-14

10 Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl, 11 rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou. 12 Setu amañ ur sin deoc'h: c'hwi a gavo ur bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou. 13 Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ hag o lavarout: 14 Gloar da Zoue el lec'hioù uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet gantañ!

Luke 12:50

50 Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall e vefe graet kement-se!

John 7:39

39 Met eñ a lavare kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ; rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour na oa ket bet c'hoazh roet da Jezuz e c'hloar.

John 11:4

4 Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hleñved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se.

John 12:28

28 Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh.

John 14:13

13 Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.

John 16:14

14 Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din, ha ma en disklêrio deoc'h.

John 17:1-6

1 Jezuz a gomzas evel-se, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet; ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit, 2 hervez ma ec'h eus roet dezhañ galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ. 3 Hag ar vuhez peurbadus eo, ma'c'h anavezint ac'hanout, te, ar gwir Doue hepken, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset. 4 Roet em eus gloar dit war an douar; echuet em eus al labour az poa roet din d'ober. 5 Ha bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed. 6 Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed; dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her.

John 17:21-24

21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset. 22 Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan, evel ma'z omp ni unan, 23 me enno, ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset, hag e karez anezho evel ma ec'h eus va c'haret. 24 Tad, me a fell din e vo ganin ar re ac'h eus roet din, el lec'h e vin, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.

John 7:33-34

33 Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset; 34 klask a reot ac'hanon, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi, ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on.

John 8:21-24

21 Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit, ha c'hwi am c'hlasko, hag e varvot en ho pec'hed; ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an. 22 Ar Yuzevien a lavare eta: En em lazhañ a raio e-unan, peogwir e lavar: c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an.

John 12:35-36

35 Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a. 36 E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas hag en em guzhas diouto.

John 14:4-6

4 Ha c'hwi a oar pelec'h ez an, hag ec'h ouzoc'h an hent. 5 Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent? 6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.

John 14:19

19 C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez.

John 16:16-22

16 C'hoazh un nebeut amzer ha ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot, abalamour ma'z an da gavout va Zad. 17 Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad? 18 Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar. 19 Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulennoù outañ, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulennoù an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot. 20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez. 21 Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken soñj eus he foan, gant ar joa he deus da vezañ ganet un den er bed. 22 Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.

John 15:12-13

12 Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet. 13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.

John 15:17

17 Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.

John 17:21

21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset.

John 13:33

33 Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. C'hwi am c'hlasko, hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien, me en lavar deoc'h-hu ivez bremañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont.

John 14:2

2 Bez' ez eus meur a chomaj e ti va Zad; ma ne vije ket, me am bije e lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h.

John 14:4-5

4 Ha c'hwi a oar pelec'h ez an, hag ec'h ouzoc'h an hent. 5 Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent?

John 16:17

17 Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad?

John 21:18-19

18 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: pa oas yaouank, te en em c'hourize da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit; met pa vi kozh, ta a astenno da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout, hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont. 19 Met, lavarout a rae kement-se, evit merkañ dre beseurt marv Pêr a roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heul ac'hanon.

John 21:21-22

21 Pêr eta, o vezañ e welet, a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ? 22 Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heul ac'hanon.

Matthew 26:31-35

31 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet. 32 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea. 33 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken. 34 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ memes, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech. 35 Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavare ar memes tra.

Mark 14:27-31

27 Neuze, Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, hag an deñved a vo stlabezet. 28 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea. 29 Ha Pêr a lavaras dezhañ: Pa vefe an holl gwallskoueriet, evidon-me, ne vin ket. 30 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech. 31 Met eñ a lavare kreñvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag holl, e lavarent ar memes tra.

Luke 22:31-34

31 An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh. 32 Met pedet em eus evidout evit na zesfailho ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur. 33 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit, ha d'ar prizon ha d'ar marv. 34 Met Jezuz a lavaras dezhañ: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv, na'z po nac'het teir gwech d'anavezout ac'hanon.

John 21:15

15 Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.

Matthew 26:34

34 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ memes, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.

Matthew 26:69-75

69 Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead. 70 Met eñ a nac'has dirak an holl, o lavarout: N'ouzon ket petra a lavarez; 71 Evel ma'z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ, hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared. 72 Eñ a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se. 73 Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh. 74 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas; 75 ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.

Mark 14:30

30 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech.

Mark 14:66-72

66 Pêr a oa e traoñ ar porzh, hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur; 67 hag o welout Pêr oc'h en em dommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared. 68 Met eñ a nac'has anezhañ, hag a lavaras: N'anavezan ket anezhañ, ha n'ouzon ket petra a lavarez; mont a reas er-maez er porzh; hag ar c'hilhog a ganas. 69 Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se. Met eñ e nac'has adarre. 70 Ur penad goude, ar re a oa eno a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat, [ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini]. 71 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ. 72 Raktal ar c'hilhog a ganas un eil gwech; ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet buan er-maez, e ouelas.

Luke 22:34

34 Met Jezuz a lavaras dezhañ: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv, na'z po nac'het teir gwech d'anavezout ac'hanon.

Luke 22:56-62

56 Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gant an den-se. 57 Met eñ a zinac'has Jezuz, o lavarout: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ. 58 Un nebeut goude, unan all, o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: O den, ned on ket. 59 War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo ivez. 60 Met Pêr a lavaras: O den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas. 61 An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr; ha Pêr en devoe soñj eus komz an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. 62 Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.

John 18:16-17

16 Met Pêr a oa chomet er-maez, e-tal an nor. An diskibl all, hag a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas eta da gomz ouzh ar borzhierez, hag a lakaas Pêr da vont e-barzh. 17 Neuze ar vatezh (ar borzhierez) a lavaras da Bêr: N'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket.

John 18:25-27

25 Simon-Pêr a oa eno, hag en em domme; lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket. 26 Unan eus mevelien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en devoa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ? 27 Pêr en nac'has adarre; ha kerkent ar c'hilhog a ganas.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.