Luke 10:13 Cross References - Breton

13 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.

Matthew 11:20-23

20 Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en devoa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o devoa ket bet keuz. 21 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu. 22 Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h. 23 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv; rak mar vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav.

Mark 8:22-26

22 Jezuz o vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall, hag en pedjont da stekiñ outañ. 23 Neuze e kemeras dorn an dall, hag o vezañ e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas krañch war e zaoulagad, hag o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas outañ hag eñ a wele un dra bennak. 24 Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud o vale hag a zo evel gwez. 25 Jezuz a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad, hag a lavaras dezhañ sellout: hag e oa yac'haet, hag o gwele holl fraezh mat. 26 Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout dezhañ: N'a ket er bourc'h, [ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h].

Luke 9:10-17

10 An ebestel o vezañ distroet, a lavaras da Jezuz kement o devoa graet. O vezañ o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida. 11 Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias; Jezuz o degemeras hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue; yac'haat a reas ivez ar re o devoa ezhomm da vezañ yac'haet. 12 Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù hag er c'hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec'h distro. 13 Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ. 14 Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant. 15 Hag e rejont evel-se, o lakajont holl da azezañ. 16 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sellout war-zu an neñv, e vennigas anezho, o zorras, hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl. 17 Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù.

John 3:5-6

5 Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue. 6 Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig, a zo kig, hag ar pezh a zo ganet eus ar Spered, a zo spered.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.