Luke 22:67 Cross References - Breton

67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,

Matthew 11:3-5

3 Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all? 4 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit: 5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'heloù mat a zo prezeget d'ar beorien.

Matthew 26:63-68

63 Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue. 64 Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv. 65 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus e ledoued; 66 petra a soñjit a-se? Respont a rejont: Din eo da vervel. 67 Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont dezhañ karvanadoù ha jodadoù, 68 o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?

Mark 14:61-66

61 Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget? 62 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv. 63 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? 64 Klevet hoc'h eus al ledoued; petra a soñjit a-se? Holl neuze, e varnjont anezhañ evel din a varv. 65 Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e vizaj, ha da reiñ dezhañ karvanadoù, o lavarout: Divin! Hag ar vevelien a skoe anezhañ gant bizhier. 66 Pêr a oa e traoñ ar porzh, hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur;

Luke 16:31

31 Hag Abraham a lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez, nag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut, ha pa savfe unan bennak a-douez ar re varv.

John 5:39-47

39 Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon. 40 Koulskoude c'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout, evit kaout ar vuhez. 41 Ne dennan ket a c'hloar a-berzh an dud; 42 met gouzout a ran n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan. 43 Deuet on en anv va Zad, ha ne zegemerit ket ac'hanon; mar deu unan all en e anv e-unan, c'hwi a zegemero anezhañ. 44 Penaos e c'hellit krediñ, pa dennit ho kloar an eil digant egile, ha pa ne glaskit ket ar gloar a zeu eus Doue hepken? 45 Na soñjit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo. 46 Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak eñ en deus skrivet diwar va fenn. 47 Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va c'homzoù?

John 8:43-45

43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour da-se, ne c'hellit ket selaou va c'homz. 44 Ho tad, a ziskennit anezhañ, eo an diaoul, ha c'hwi a fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Lazher-den eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez, dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar ar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo, ha tad d'ar gaou. 45 Met abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon.

John 9:27-28

27 Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien? 28 Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp-ni, ni a zo diskibien Moizez.

John 10:24-26

24 ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hor spered en douetañs? Mar dout ar C'hrist, lavar eñ deomp freals. 25 Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon. 26 Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h.

John 12:37-43

37 Hag evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ, 38 abalamour d'ar ger en devoa ar profed Izaia lavaret da vezañ peurc'hraet: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet disklêriet brec'h an Aotrou? 39 Dre-se, ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh: 40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho. 41 Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ. 42 Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn. 43 Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.