10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.
Luke 24:10 Cross References - Breton
Matthew 27:56
56 En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm da Jakez ha da Jozef, ha mamm mibien Zebedea.
Mark 6:30
30 An ebestel a zeuas da gavout Jezuz, hag a lavarjont dezhañ kement o devoa graet, ha kement o devoa kelennet.
Mark 15:40-41
Mark 16:9-11
9 Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
10 Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù.
11 Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi.
Luke 8:2-3
John 20:11-18
11 Koulskoude Mari en em zalc'he er-maez, tost ouzh ar bez, o ouelañ; hag evel ma ouele, en em blegas er bez
12 hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.
13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma'z eo tennet ac'han va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h eo bet lakaet.
14 Hag o vezañ lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz.
15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ.
16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hag hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!
17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue.
18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi.