Luke 24:37 Cross References - Breton

37 Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered.

Matthew 14:26-27

26 Pa welas an diskibien anezhañ, o vale war ar mor, o devoa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont. 27 Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.

Mark 6:49-50

49 Met pa weljont anezhañ, o vale war ar mor, e kredjont e oa un teuz, hag e krijont. 50 Rak holl a weljont anezhañ, hag e voent spontet; met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.

Luke 16:30

30 Ar pinvidik a lavaras: Nann, tad Abraham; met mar da unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.