3 Janed, gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all, en sikoure gant o madoù.
Luke 8:3 Cross References - Breton
Matthew 2:11
11 O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
Matthew 14:1
1 En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz, a lavaras d'e servijerien:
Matthew 25:40
40 Hag ar Roue a responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.
Matthew 26:11
11 Rak c'hwi ho po bepred peorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
Luke 9:7-9
7 Koulskoude, Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae Jezuz, ha ne ouie petra da soñjal, abalamour darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,
8 re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all unan eus ar brofeded kozh a oa adsavet a varv.
9 Herodez a lavare: Graet em eus troc'hañ e benn da Yann; met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhañ.
Luke 24:10
10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.
John 4:46-53
46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en devoa graet gwin gant dour. Ha, bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab.
47 An den-mañ, o vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, a yeas d'e gavout hag a bedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel.
48 Jezuz a lavaras: Ma ne welit ket a sinoù hag a virakloù, ne gredit ket.
49 An Aotrou-mañ a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn, a-raok ma varvo va bugel.
50 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den-mañ a gredas ar pezh en devoa Jezuz lavaret dezhañ, hag a yeas kuit.
51 Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas a-raok dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Da vab a vev.
52 Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h. Hag int a lavaras dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ.
53 Hag an tad a anavezas e oa d'an eur-se en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev; hag e kredas, eñ hag holl dud e di.