Mark 11 Cross References - Breton

1 Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage, hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, 2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; ha kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din. 3 Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en lezo da vont. 4 Mont a rejont eta, hag e kavjont an azen a oa stag en-diavaez dirak an nor, etre daou hent; hag e tistagjont anezhañ. 5 Unan bennak eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 6 Int a respontas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho; hag e voent lezet da vont. 7 Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warnañ, hag e rejont Jezuz azezañ warnañ. 8 Kalz a astenne o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù glas, hag a c'holoe ganto an hent. 9 Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie, a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! 10 Benniget ra vo ren David hon tad, ar ren a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel-meurbet! 11 Evel-se Jezuz a yeas e Jeruzalem, hag en templ; hag o vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek. 12 An deiz war-lerc'h, evel ma'z ae eus Betania, en devoe naon. 13 O welout a-bell ur wezenn-fiez he devoa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni; hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez. 14 Neuze Jezuz o kemer ar gomz a lavaras: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se. 15 Dont a rejont da Jeruzalem; Jezuz o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioù an drokerien arc'hant ha kadorioù ar re a werzhe koulmed. 16 Ne leze den da zougen tra ebet dre an templ, 17 hag e kelenne en ur lavarout: N'eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedennoù evit an holl bobloù? Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 18 Ar veleien vras hag ar skribed, o vezañ klevet-se, a glaske an doare d'e lakaat d'ar marv; rak aon o devoa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelenn. 19 An abardaez o vezañ deuet, Jezuz a yeas er-maez eus kêr. 20 Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e ziskibien a welas ar wezenn-fiez sec'het betek ar gwrizioù. 21 Neuze Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het. 22 Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet feiz e Doue; 23 rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ. 24 Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bediñ, kredit e vo roet deoc'h, ha kement-se a c'hoarvezo. 25 Met pa'z eot evit pediñ, pardonit, mar hoc'h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit dezhañ, abalamour d'ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc'h ivez ho pec'hedoù. 26 Rak ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neñvoù ne bardono ket deoc'h kennebeut ho pec'hedoù. 27 Distreiñ a rejont c'hoazh da Jeruzalem; hag evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outañ, 28 hag a lavaras dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit galloud d'ober an traoù-se? 29 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 30 Badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? Respontit din. 31 Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 32 Ha mar lavaromp: Eus an dud ... Aon o devoa rak ar bobl; an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed. 33 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Matthew 21:1-11

1 Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, 2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti; distagit int, ha degasit int din. 3 Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont. 4 Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: 5 Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster, ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez. 6 An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho. 7 Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezhañ azezañ warno. 8 An darn vuiañ eus an dud a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù gwez, hag a c'holoas ganto an hent. 9 Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie Jezuz, a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet! 10 Pa voe aet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ? 11 Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.

Matthew 21:17

17 Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr, evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz.

Matthew 24:3

3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ, a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?

Matthew 26:30

30 Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.

Mark 6:7

7 Neuze e c'halvas an daouzek, hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur;

Mark 13:3

3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ:

Mark 14:13

13 Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr, hag e kavot dirazoc'h un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.

Luke 19:29-40

29 O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien, 30 o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din. 31 Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? C'hwi a lavaro dezhañ: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezhañ. 32 Ar re gaset a yeas, hag a gavas pep tra evel m'en devoa lavaret dezho. 33 Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 34 Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. 35 Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz; o vezañ lakaet o dilhad war an azenig, e lakajont Jezuz da bignat warnañ. 36 Evel ma tremene, kalz a astenne o dilhad war an hent. 37 Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o devoa gwelet. 38 Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv, ha gloar el lec'hioù uhel meurbet! 39 Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien. 40 Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.

John 8:1

1 Jezuz a yeas da Venez an Olived.

John 12:14-19

14 Ha Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ eno, hervez ma'z eo skrivet: 15 Na'z pez ket aon, merc'h Sion: setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez. 16 E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se; met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn, hag e oant bet c'hoarvezet gantañ. 17 Ar vandenn a oa gantañ p'en devoa galvet Lazar eus ar bez, ha p'en devoa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ. 18 Hag abalamour ivez m'en devoa anavezet ar bobl penaos en devoa graet ar mirakl-se eo, e oant aet a-raok dezhañ. 19 Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h.

Matthew 21:2-3

2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti; distagit int, ha degasit int din. 3 Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.

Luke 19:30-31

30 o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din. 31 Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? C'hwi a lavaro dezhañ: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezhañ.

Mark 14:15

15 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha kempennet mat; fichit eno deomp ar Pask.

Matthew 21:6-7

6 An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho. 7 Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezhañ azezañ warno.

Matthew 26:19

19 An diskibien a reas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho, hag e fichjont ar Pask.

Luke 19:32-34

32 Ar re gaset a yeas, hag a gavas pep tra evel m'en devoa lavaret dezho. 33 Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 34 Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ.

John 2:5

5 E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h.

Matthew 21:4-5

4 Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: 5 Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster, ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.

Matthew 21:7-8

7 Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezhañ azezañ warno. 8 An darn vuiañ eus an dud a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù gwez, hag a c'holoas ganto an hent.

Luke 19:35-36

35 Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz; o vezañ lakaet o dilhad war an azenig, e lakajont Jezuz da bignat warnañ. 36 Evel ma tremene, kalz a astenne o dilhad war an hent.

John 12:12-16

12 An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e oa deuet Jezuz e Jeruzalem, 13 a gemeras brankoù palmez, hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel, an hini a zeu en anv an Aotrou! 14 Ha Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ eno, hervez ma'z eo skrivet: 15 Na'z pez ket aon, merc'h Sion: setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez. 16 E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se; met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn, hag e oant bet c'hoarvezet gantañ.

Matthew 21:9

9 Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie Jezuz, a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet!

Matthew 23:39

39 rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.

Luke 19:37-38

37 Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o devoa gwelet. 38 Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv, ha gloar el lec'hioù uhel meurbet!

John 12:13

13 a gemeras brankoù palmez, hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel, an hini a zeu en anv an Aotrou!

John 19:15

15 Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: Ni n'hon eus roue all ebet nemet Kezar.

Luke 1:31-33

31 Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab, hag e c'halvi e anv Jezuz. 32 Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhelañ-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad. 33 Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin.

Luke 2:14

14 Gloar da Zoue el lec'hioù uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet gantañ!

Matthew 21:10-17

10 Pa voe aet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ? 11 Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea. 12 Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ; hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant, ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed. 13 Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 14 Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas. 15 Met ar veleien vras hag ar skribed, droug enno o welout ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ: Hozanna da Vab David, 16 a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzoù-mañ: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn? 17 Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr, evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz.

Luke 19:41-45

41 Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni, hag e lavaras: 42 O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad. 43 Rak deizioù a zeuio warnout, ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu. 44 Hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz, ha ne lezint ket ennout maen war vaen, abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet. 45 Neuze, o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [hag a brene] e-barzh,

Luke 21:37-38

37 Jezuz a gelenne en templ e-pad an deiz, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived. 38 Ha, da c'houlou-deiz, an holl bobl a zeue d'e gavout evit e selaou.

John 8:1-2

1 Jezuz a yeas da Venez an Olived. 2 Da c'houlou-deiz e tistroas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout; o vezañ azezet e kelenne anezho.

Matthew 4:2

2 Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon.

Matthew 21:18-22

18 Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en devoe naon. 19 O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has. 20 An diskibien a welas kement-se, hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal? 21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje. 22 Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h.

Luke 4:2

2 eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh, ha ne zebras netra e-pad an deizioù-se; goude ma voent tremenet, en devoa naon.

John 4:6-7

6 Eno e oa puñs Jakob. Jezuz eta, skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs; war-dro ar c'hwec'hvet eur e oa. 7 Ur wreg samaritan o vezañ deuet evit tennañ dour, Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ.

John 4:31-33

31 Koulskoude, e ziskibien a bede anezhañ, o lavarout: Mestr, debr. 32 Met eñ a lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket. 33 An diskibien a lavare eta an eil d'egile: Unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?

John 19:28

28 Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa peurc'hraet holl, a lavaras, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: Sec'hed am eus.

Matthew 21:19

19 O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has.

Luke 10:31

31 Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se, hag o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou.

Luke 12:6-7

6 Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho. 7 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.

Luke 13:6-9

6 Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ: Un den en devoa ur wezenn-fiez plantet en e winieg, hag e teuas da glask frouezh enni, met ne gavas ket. 7 Neuze e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ, ha ne gavan ket; troc'h anezhi; perak e talc'h lec'h en aner en douar? 8 Ar gwinier a respontas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti. 9 Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket, e troc'hi anezhi goude.

Matthew 3:10

10 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.

Matthew 7:19

19 Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan.

Matthew 12:33-35

33 Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh. 34 Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù. 35 An den mat a denn traoù mat eus e deñzor mat [en e galon], hag an den fall a denn traoù fall eus e deñzor fall [en e galon].

Matthew 21:33

33 Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.

Matthew 21:44

44 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ.

Mark 11:20-21

20 Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e ziskibien a welas ar wezenn-fiez sec'het betek ar gwrizioù. 21 Neuze Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het.

John 15:6

6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank, hag e sec'h; neuze e tastumer ar brankoù, o zaoler en tan hag e tevont.

Matthew 21:12-16

12 Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ; hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant, ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed. 13 Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 14 Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas. 15 Met ar veleien vras hag ar skribed, droug enno o welout ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ: Hozanna da Vab David, 16 a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzoù-mañ: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn?

Luke 19:45-47

45 Neuze, o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [hag a brene] e-barzh, 46 o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a vo un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 47 Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed, ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv.

John 2:13-17

13 Pask ar Yuzevien a oa tost, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. 14 En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deñved ha koulmed, gant an drokerien a oa azezet eno. 15 O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened; teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien, hag e tiskaras o zaolioù, 16 hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, ha na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had. 17 Neuze e ziskibien o devoe soñj eo skrivet: An oaz evit da di en deus va devet.

Luke 19:46

46 o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a vo un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.

John 2:16

16 hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, ha na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had.

Matthew 7:28

28 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh,

Matthew 21:15

15 Met ar veleien vras hag ar skribed, droug enno o welout ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ: Hozanna da Vab David,

Matthew 21:38-39

38 Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp eñ, ha kemeromp e heritaj. 39 Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg, hag en lazhjont.

Matthew 21:45-46

45 Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e oa anezho eo e komze Jezuz, 46 hag e klaskjont kregiñ ennañ, met aon o devoa rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.

Matthew 26:3-4

3 Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz, 4 hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv.

Mark 1:22

22 Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed.

Mark 3:6

6 Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel.

Mark 6:20

20 rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel; prederius e oa en e geñver; ober a rae memes kalz a draoù eus e alioù, hag en selaoue gant plijadur.

Mark 11:32

32 Ha mar lavaromp: Eus an dud ... Aon o devoa rak ar bobl; an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.

Mark 12:12

12 Neuze e klaskjont kregiñ ennañ, rak anavezout a rejont mat en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho, met aon o devoa rak ar bobl; setu perak e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.

Mark 14:1-2

1 Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude; ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ e Jezuz dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv. 2 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.

Luke 4:22

22 An holl a roe testeni dezhañ, hag a oa souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henou, hag e lavarent: N'eo ket hemañ mab Jozef?

Luke 19:47

47 Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed, ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv.

Luke 20:19

19 Neuze ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ d'an eur-se memes, rak anavezet o devoa mat penaos en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho; met aon o devoa rak ar bobl.

John 7:46

46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.

John 11:53-57

53 Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv. 54 Dre-se Jezuz n'en em ziskoueze ket en un doare frank e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim; hag e chomas eno gant e ziskibien. 55 Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat. 56 Klask a raent eta Jezuz, hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarent an eil d'egile: Petra a soñjit? Ne zeuio ket d'ar gouel? 57 Met ar veleien vras hag ar farizianed o devoa roet urzh, penaos ma ouije unan bennak pelec'h e oa, ra en diskuilhje, evit ma krogjed ennañ.

Mark 11:11

11 Evel-se Jezuz a yeas e Jeruzalem, hag en templ; hag o vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek.

Luke 21:37

37 Jezuz a gelenne en templ e-pad an deiz, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived.

John 12:36

36 E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas hag en em guzhas diouto.

Matthew 13:6

6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.

Matthew 15:13

13 Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.

Mark 11:14

14 Neuze Jezuz o kemer ar gomz a lavaras: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se.

Matthew 23:7

7 karout a reont bezañ saludet er marc'hallac'hoù, ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, Mestr.

Matthew 25:41

41 Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled;

Mark 9:23

23 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez! ..., pep tra a c'hell c'hoarvezout evit an hini a gred.

John 14:1

1 Na vezent ket trubuilhet ho kalonoù. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.

Matthew 14:13

13 Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù.

Matthew 17:20

20 Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h, e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe; netra ne vefe dibosupl deoc'h.

Matthew 21:21

21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.

Luke 17:6

6 Hag an Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese, hag en em blant er mor; hag e sentfe ouzhoc'h.

John 14:13

13 Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.

John 15:7

7 Mar chomit ennon, ha mar chom va gerioù ennoc'h, c'hwi a c'houlenno ar pezh a fello deoc'h, hag ho po anezhañ.

Matthew 7:7-11

7 Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h. 8 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ. 9 Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara? 10 Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer? 11 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ!

Matthew 18:19

19 Me a lavar c'hoazh deoc'h: mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù.

Matthew 21:22

22 Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h.

Luke 11:9-13

9 Me ivez a lavar deoc'h: Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h. 10 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ. 11 Piv eo an tad en ho touez, a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara? Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk? 12 Pe c'hoazh, mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug? 13 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!

Luke 18:1-8

1 Jezuz a lavaras ivez dezho ar barabolenn-mañ, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred, hag hep skuizhañ. 2 Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue, ha n'en devoa respet ebet evit den. 3 Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeue d'e gavout, o lavarout: Gra din reizh diouzh va enebour. 4 E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Koulskoude e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue, ha na'm eus respet ebet evit den, 5 koulskoude, dre ma teu an intañvez-mañ da skuizhañ ac'hanon, e rin reizh dezhi, gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn. 6 Hag an Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal-se. 7 Doue, ha ne raio ket reizh d'e re dibabet a gri dezhañ noz-deiz, hag e taleo en o c'heñver? 8 Me a lavar deoc'h, e raio reizh dezho prest. Met pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?

John 16:23-27

23 Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h. 24 Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet. 25 Me am eus lavaret deoc'h an traoù-mañ e parabolennoù; met an amzer a zeu na gomzin ken deoc'h e parabolennoù; met me a gomzo deoc'h freals eus an Tad. 26 En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h, 27 rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue.

Matthew 5:23

23 Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep,

Matthew 6:5

5 Pa bedit, na vezit ket evel ar bilpouzed; rak int a gar pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.

Matthew 6:12

12 pardon deomp hor pec'hedoù evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp,

Matthew 6:14-15

14 Rak, mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h. 15 Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.

Matthew 18:23-35

23 Dre-se, rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d'e servijerien. 24 P'en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant. 25 Dre ma n'en devoa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d'e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale, ha kement en devoa, evit paeañ e zle. 26 Ar servijer, oc'h en em strinkañ d'e dreid, a bede anezhañ, o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle. 27 O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se, en lezas da vont, hag a bardonas dezhañ e zle. 28 Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner; hag, o kregiñ ennañ, e waske e c'houzoug en ur lavarout: pae ar pezh a dleez din. 29 E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bede anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit. 30 Met hemañ ne fellas ket dezhañ; mont a reas d'e deurel er prizon, betek m'en devoa paeet ar pezh a dlee. 31 E genvreudeur, o welout ar pezh en devoa graet, a voe glac'haret bras; mont a rejont da gontañ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet. 32 Neuze ar mestr a reas gervel ar servijer-se hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet; 33 ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur, evel ma em boa bet truez ouzhit? 34 Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d'ar vourevien, betek m'en devoa paeet kement a dlee. 35 Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h, a-greiz e galon, d'e vreur.

Luke 6:37

37 Na varnit ket, ha ne viot ket barnet; na gondaonit ket, ha ne viot ket kondaonet; pardonit, hag e viot pardonet;

Luke 18:11

11 Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se.

Matthew 21:23-27

23 Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 24 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 25 Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed. 27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Mark 14:1

1 Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude; ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ e Jezuz dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv.

Luke 20:1-8

1 Un deiz ma kelenne Jezuz ar bobl en templ, ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed, hag an henaourien, o vezañ deuet, a gomzas outañ, 2 hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 3 Eñ a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; lavarit din, 4 badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv, pe eus an dud? 5 Hag int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 6 Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio; rak krediñ a reont ez eo Yann ur profed. 7 Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue. 8 Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

John 10:23

23 Evel ma valee Jezuz en templ, e porched Salomon,

John 18:20

20 Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud; atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ, e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien eus a bep lec'h, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.

Matthew 21:24

24 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Matthew 3:1-17

1 En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout: 2 Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. 3 Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù. 4 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 5 An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout, 6 hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan. 7 Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont? 8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, 9 ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham. 10 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. 11 Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 12 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket. 13 Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ. 14 Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout? 15 Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze eñ a lezas d'ober. 16 Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ. 17 Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.

Mark 1:1-11

1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue. 2 Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu e kasan va c'hannad dirak da zremm, da gempenn an hent dirazout; 3 mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù. 4 Yann a zeuas o badeziñ el lec'h distro, hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù. 5 An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù. 6 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 7 Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, hag a zo galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù. 8 Evidon-me, ho padezet em eus en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel. 9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea, hag e voe badezet gant Yann er Jordan. 10 Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ. 11 Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.

Mark 9:13

13 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, ha penaos o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet, evel ma'z eo skrivet diwar e benn.

Luke 3:1-20

1 Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen, 2 dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro. 3 Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù, 4 evel ma'z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenait e wenodennoù. 5 Pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet; an hentoù gwariet a vo eeunaet, hag ar re dorgennek a vo kompezet; 6 ha pep kig a welo silvidigezh Doue. 7 Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont? 8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham. 9 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. 10 Neuze ar bobl a c'houlennas digantañ: Petra a raimp eta? 11 Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant, ra roio unan d'an hini n'en deus ket. 12 Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp? 13 Eñ a lavaras dezho: Na gemerit ket en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h. 14 Soudarded a c'houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae. 15 Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist, 16 Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 17 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket. 18 Eñ a lavare meur a gelennadurezh all d'ar bobl, o prezeg dezho an Aviel. 19 Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gant Yann diwar-benn Herodiaz, gwreg [Filip] e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en devoa graet, 20 a reas goude an holl draoù fall all, an hini da lakaat Yann er prizon.

John 1:6-8

6 Bez' e voe un den, anvet Yann, kaset a-berzh Doue. 7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ. 8 Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn.

John 1:15-36

15 Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon. 16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras. 17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist. 18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout. 19 Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te? 20 Disklêriañ a reas ha ne nac'has ket, disklêriañ a reas: N'on ket-me ar C'hrist. 21 Hag e c'houlennjont outañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann. 22 Int a lavaras eta dezhañ: Piv out-te? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hon degaset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan? 23 Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Plaenit hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia. 24 Ar re a oa bet kaset a oa farizianed. 25 Goulenn a rejont outañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed? 26 Yann a respontas hag a lavaras dezho: Evidon-me, me a vadez en dour; met unan bennak a zo en ho touez, ha n'anavezit ket anezhañ. 27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. 28 Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann. 29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed. 30 Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa. 31 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met deuet on da vadeziñ en dour, evit ma vo disklêriet da Israel. 32 Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ. 33 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel. 34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue. 35 An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien, 36 hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.

John 3:25-36

25 Bez' e voe un tamall etre diskibien Yann hag ar Yuzevien, diwar-benn ar c'hlanidigezh. 26 Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout. 27 Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv. 28 C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ. 29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo. 30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat. 31 An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl; 32 reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni. 33 An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion. 34 Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul. 35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn. 36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.

Matthew 11:7-14

7 Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel? 8 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned. 9 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. 10 Rak eñ eo an hini ma'z eo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a ficho an hent a-raok dit. 11 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ. 12 Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he c'hemer. 13 Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann; 14 ha mar fell deoc'h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont.

Matthew 21:31-32

31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue. 32 Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ.

John 1:15

15 Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.

John 1:29

29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed.

John 1:34

34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.

John 1:36

36 hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.

Matthew 3:5-6

5 An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout, 6 hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.

Matthew 11:9

9 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.

Matthew 14:5

5 C'hoant en devoa d'e lakaat da vervel, met aon en devoa rak ar bobl, dre ma oa kemeret Yann ganto evit ur profed.

Matthew 21:46

46 hag e klaskjont kregiñ ennañ, met aon o devoa rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.

Luke 7:26-29

26 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. 27 Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a gempenno an hent a-raok dit. 28 Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ. 29 An holl dud o deus e glevet, hag ar bublikaned ivez; disklêriet o deus reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann.

Luke 22:2

2 Ar veleien vras hag ar skribed a glaske penaos e c'helljent lakaat Jezuz d'ar marv; rak doujañ a raent ar bobl.

John 10:41

41 Kalz a dud a zeuas d'e gavout, hag e lavarent: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet; met kement-holl en deus Yann lavaret eus an den-mañ a zo gwir.

Matthew 15:14

14 Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull.

Matthew 16:4

4 Ar rummad fall hag avoultr-mañ a c'houlenn ur mirakl, ha ne vo roet dezhañ nemet hini Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.

Matthew 21:27

27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Matthew 23:16-26

16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz. 17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se? 18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. 19 Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se? 20 An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni; 21 an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ; 22 hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ. 23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval. 25 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder. 26 Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.

Luke 10:21-22

21 En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale! Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat. 22 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ.

Luke 22:66-69

66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin; 67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket, 68 ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont]. 69 Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.

John 3:10

10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?

John 9:27

27 Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.