23 rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ.
Mark 11:23 Cross References - Breton
Matthew 14:13
13 Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù.
Matthew 17:20
20 Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h, e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe; netra ne vefe dibosupl deoc'h.
Matthew 21:21
21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
Luke 17:6
6 Hag an Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese, hag en em blant er mor; hag e sentfe ouzhoc'h.
John 14:13
13 Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.
John 15:7
7 Mar chomit ennon, ha mar chom va gerioù ennoc'h, c'hwi a c'houlenno ar pezh a fello deoc'h, hag ho po anezhañ.