Matthew 1:20 Cross References - Breton

20 Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,

Matthew 1:18

18 Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.

Matthew 2:13

13 Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv.

Matthew 2:19

19 Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un huñvre, o lavarout:

Matthew 2:22

22 Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.

Matthew 28:5

5 Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h-hu, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.

Luke 1:10-13

10 An holl bobl a oa er-maez o pediñ, d'an eur ma teved an ezañs. 11 Neuze un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs. 12 Zakaria, o welout anezhañ, a voe trubuilhet, hag ar spont a grogas ennañ. 13 Met an ael a lavaras dezhañ: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann.

Luke 1:19

19 An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue; degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ.

Luke 1:26-38

26 Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur gêr a C'halilea galvet Nazared, 27 d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari. 28 An ael, o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te a zo bet resevet en gras, an Aotrou a zo ganit. [Benniget out e-touez ar gwragez.] 29 O vezañ gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzoù, hag e soñje enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ. 30 Neuze an ael a lavaras dezhi: Mari, na'z pez ket aon, rak kavet ec'h eus gras dirak Doue. 31 Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab, hag e c'halvi e anv Jezuz. 32 Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhelañ-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad. 33 Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin. 34 Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet? 35 An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue. 36 Ha setu, Elizabed da geniterv a zoug ivez ur mab en he c'hozhni, hag hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h. 37 Rak n'eus netra dibosupl da Zoue. 38 Ha Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.

Luke 2:4

4 Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,

Luke 2:8-14

8 Bez' e oa er memes korn-bro mêsaerien a gouske er parkeier, hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoù an noz. 9 Setu un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho, hag o devoe ur spont bras. 10 Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl, 11 rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou. 12 Setu amañ ur sin deoc'h: c'hwi a gavo ur bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou. 13 Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ hag o lavarout: 14 Gloar da Zoue el lec'hioù uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet gantañ!

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.