28 Petra a soñjit? Un den en devoa daou vab; o vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.
Matthew 21:28 Cross References - Breton
Matthew 17:25
25 Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit Simon? Digant piv e kemer, rouaned an douar, an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien, pe digant an diavaezidi?
Matthew 20:1
1 Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den penn-tiegezh a yeas er-maez beure mat, da c'hoprañ labourerien evit e winieg.
Matthew 20:5-7
5 Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas ar memes tra.
6 O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour war ar blasenn, hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?
7 Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh.
Matthew 21:33
33 Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.
Matthew 22:17
17 Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?
Mark 13:34
34 Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun.
Luke 13:4
4 Pe krediñ a rit an triwec'h den ma'z eo kouezhet tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem?
Luke 15:11-32
11 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Un den en devoa daou vab.
12 An hini yaouankañ a lavaras d'e dad: Va zad, ro din al lodenn eus ar madoù a zle degouezhout din. Hag an tad a lodennas dezho e vadoù.
13 Un nebeut deizioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en devoa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù, o vevañ en diroll.
14 Goude m'en devoa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se, hag en em gavas en dienez.
15 O vezañ aet, en em lakaas e servij unan eus tud ar vro-se; kaset e voe gantañ en e zouaroù da vesa ar moc'h.
16 Hag en dije karet leuniañ e gof gant ar c'hlosoù a zebre ar moc'h; met den ne roe dezhañ.
17 O vezañ eta deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag o deus bara e-leizh, ha me a varv gant an naon!
18 Sevel a rin hag ez in da gavout va zad, hag e lavarin dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit,
19 n'on ken din da vezañ galvet da vab; degemer ac'hanon evel unan eus da vevelien.
20 Mont a reas eta hag e teuas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en devoe truez outañ, hag, o redek d'e gavout, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhañ.
21 E vab a lavaras dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n'on ken din da vezañ galvet da vab.
22 Met an tad a lavaras d'e vevelien: degasit ar sae gaerañ, hag he gwiskit dezhañ; lakait ur walenn war e viz, ha botoù en e dreid.
23 Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ; debromp hag en em laouenaomp,
24 rak ar mab-mañ din a oa marv, hag eo distroet d'ar vuhez; kollet e oa, hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat.
25 Ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù.
26 Gervel a reas unan eus ar servijerien, hag e c'houlennas digantañ petra a oa kement-se.
27 Ar servijer a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro, ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour ma'z eo distroet yac'h.
28 Met hemañ a yeas droug ennañ, ha ne felle ket dezhañ mont en ti. E dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.
29 Met eñ a respontas d'e dad: Setu, ez eus kement a vloazioù abaoe ma servijan ac'hanout hep bezañ biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
30 Ha pa'z eo deuet ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant merc'hed fall, ec'h eus lakaet lazhañ al leue lart evitañ!
31 E dad a lavaras dezhañ: Va mab, te a zo bepred ganin, ha kement am eus a zo dit.
32 Met ret mat e oa en em laouenaat hag en em sederaat, rak da vreur amañ a oa marv, hag deuet eo d'ar vuhez en-dro; kollet e oa, met adkavet eo.