Matthew 24:44 Cross References - Breton

44 Dre-se, c'hwi ivez, en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.

Matthew 24:27

27 Rak, evel ma teu al luc'hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c'huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.

Matthew 24:42

42 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou.

Matthew 25:10

10 E-pad ma'z aent da brenañ, e teuas ar pried; ar re a oa prest a zeuas gantañ d'an eured, hag e voe serret an nor.

Matthew 25:13

13 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur [ma teuio Mab an den en-dro].

Luke 12:40

40 C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.