Matthew 27:30 Cross References - Breton

30 Hag o vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.

Matthew 26:67

67 Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont dezhañ karvanadoù ha jodadoù,

Mark 15:19

19 Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, hag e krañchjont outañ, hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.

Luke 18:32-33

32 Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ, 33 ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.