36 Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket ober da ur vlevenn bezañ gwenn pe du.
Matthew 5:36 Cross References - Breton
Matthew 6:27
27 Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?
Matthew 23:16-21
16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.
17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se?
18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz.
19 Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se?
20 An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni;
21 an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ;
Luke 12:25
25 Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?