John 12:32-34

Breton(i) 32 Ha me, pa vin bet savet eus an douar, a denno an holl dud da'm c'havout. 33 Met, lavarout a rae kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel. 34 Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken; penaos eta e lavarez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?