John 15:22-17:26

Breton(i) 22 Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed. 23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad. 24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez. 25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg. 26 Met pa vo deuet ar Frealzer, a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon. 27 Ha c'hwi ivez, c'hwi a roio testeni, abalamour m'emaoc'h ganin adalek ar penn-kentañ. 16 1 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit na gemerot ket a skouer fall. 2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue. 3 Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me. 4 Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h. 5 Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez? 6 Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon. 7 Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h. 8 Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed a bec'hed, a reizhder, hag a varnedigezh: 9 a bec'hed, abalamour na gredont ket ennon; 10 a reizhder, abalamour ma'z an da gavout va Zad ha ne'm gwelot mui; 11 a varnedigezh, abalamour priñs ar bed-mañ a zo dija barnet. 12 Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen. 13 Met pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met lavarout a raio kement en devo klevet, hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont. 14 Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din, ha ma en disklêrio deoc'h. 15 Kement en deus an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din, hag en disklêrio deoc'h. 16 C'hoazh un nebeut amzer ha ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot, abalamour ma'z an da gavout va Zad. 17 Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad? 18 Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar. 19 Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulennoù outañ, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulennoù an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot. 20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez. 21 Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken soñj eus he foan, gant ar joa he deus da vezañ ganet un den er bed. 22 Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez. 23 Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h. 24 Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet. 25 Me am eus lavaret deoc'h an traoù-mañ e parabolennoù; met an amzer a zeu na gomzin ken deoc'h e parabolennoù; met me a gomzo deoc'h freals eus an Tad. 26 En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h, 27 rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue. 28 Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad. 29 E ziskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez freals, ha ne lavarez parabolenn ebet. 30 Bremañ, ni a oar ec'h anavezez an holl draoù, ha ne'c'h eus ket ezhomm e c'houlennfe den netra ouzhit; abalamour da-se eo e kredomp out deuet eus Doue. 31 Jezuz a respontas dezho: C'hwi a gred bremañ? 32 Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin. 33 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed. 17 1 Jezuz a gomzas evel-se, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet; ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit, 2 hervez ma ec'h eus roet dezhañ galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ. 3 Hag ar vuhez peurbadus eo, ma'c'h anavezint ac'hanout, te, ar gwir Doue hepken, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset. 4 Roet em eus gloar dit war an douar; echuet em eus al labour az poa roet din d'ober. 5 Ha bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed. 6 Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed; dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her. 7 Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout. 8 Rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o deus o degemeret, hag o deus anavezet e gwirionez on deuet ac'hanout, hag o deus kredet ec'h eus va c'haset. 9 Pediñ a ran evito, ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit. 10 Ha kement a zo din, a zo dit; hag ar pezh a zo dit, a zo din; hag enno e vez roet gloar din. 11 Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, ha me a ya da'z kavout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni. 12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet. 13 Ha bremañ, me a ya da'z kavout, hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno. 14 Roet em eus dezho da c'her, hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed. 15 Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug. 16 N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed. 17 Santela anezho dre da wirionez; da c'her eo ar wirionez. 18 Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed. 19 Ha me en em santela va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet dre ar wirionez. 20 Ne bedan ket hepken evito, met ivez evit a re a gredo ennon dre o ger, 21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset. 22 Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan, evel ma'z omp ni unan, 23 me enno, ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset, hag e karez anezho evel ma ec'h eus va c'haret. 24 Tad, me a fell din e vo ganin ar re ac'h eus roet din, el lec'h e vin, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed. 25 Tad gwirion, ar bed n'en deus ket anavezet ac'hanout; met me am eus anavezet ac'hanout, hag ar re-mañ o deus anavezet eo te ac'h eus va c'haset. 26 Hag em eus roet da anavezout dezho da anv, hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon, ha ma vin ivez enno.