John 19:14-16

Breton(i) 14 (met kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur); hag e lavaras d'ar Yuzevien: Setu ho roue. 15 Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: Ni n'hon eus roue all ebet nemet Kezar. 16 Neuze e roas anezhañ dezho evit bezañ kroazstaget. Kemer a rejont eta anezhañ hag e kasjont Jezuz ganto.