Breton(i)
4 Pilat o vezañ aet a-nevez er-maez a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez, evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.
5 Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell vouk; ha Pilat a lavaras dezho: Setu an den.
6 Met pa welas ar veleien vras hag ar servijerien anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ; rak me ne gavan torfed ebet ennañ.