John 8:5-7

Breton(i) 5 ha Moizez en deus gourc'hemennet deomp meinata an hevelep dud; te eta, petra a lavarez a gement-se? 6 Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ, evit gallout e damall. Met Jezuz, o vezañ en em bleget, a skrive gant e viz war an douar. 7 Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti.