John 9:19-21

Breton(i) 19 Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hennezh eo ho mab, a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ? 20 E dud a respontas: Ni a oar eo hor mab, hag eo bet ganet dall; 21 met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.