Luke 10:26-29

Breton(i) 26 Jezuz a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn, ha petra a lennez enni? 27 Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, hag eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan. 28 Jezuz a lavaras dezhañ: Respontet mat ec'h eus; gra kement-se hag e vevi. 29 Met an den-mañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?