Breton(i)
4 Na zougit na yalc'h, na sac'h, na botoù, ha na saludit den en hent.
5 E peseurt ti bennak ma'z eot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc'h war an ti-mañ!
6 Mar bez eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warnañ; mar n'eus ket, e tistroio deoc'h.
7 Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc'h evañ ar pezh a vo roet deoc'h; rak al labourer a zo din eus e c'hopr. Na dremenit ket eus un ti da un ti all.
8 E peseurt kêr bennak ma'z eot, mar ho tegemerer enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h,
9 yac'hait ar re glañv a vo eno, ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h.
10 Met e peseurt kêr bennak ma'z eot, mar n'ho tegemerer ket, it er straedoù, ha lavarit:
11 Hejañ a reomp a-enep deoc'h ar poultr a zo staget ouzhimp en ho kêr; gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h.
12 Me a lavar deoc'h, en deiz-se e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se.