Luke 11:5-8

Breton(i) 5 Neuze e lavaras dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara, 6 rak ur mignon din, o veajiñ, a zo deuet da'm zi, ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ; 7 ha mar respontfe dezhañ an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin em gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit! 8 Me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh, hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.