Breton(i)
24 rak ar mab-mañ din a oa marv, hag eo distroet d'ar vuhez; kollet e oa, hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat.
25 Ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù.
26 Gervel a reas unan eus ar servijerien, hag e c'houlennas digantañ petra a oa kement-se.
27 Ar servijer a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro, ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour ma'z eo distroet yac'h.
28 Met hemañ a yeas droug ennañ, ha ne felle ket dezhañ mont en ti. E dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.
29 Met eñ a respontas d'e dad: Setu, ez eus kement a vloazioù abaoe ma servijan ac'hanout hep bezañ biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
30 Ha pa'z eo deuet ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant merc'hed fall, ec'h eus lakaet lazhañ al leue lart evitañ!
31 E dad a lavaras dezhañ: Va mab, te a zo bepred ganin, ha kement am eus a zo dit.
32 Met ret mat e oa en em laouenaat hag en em sederaat, rak da vreur amañ a oa marv, hag deuet eo d'ar vuhez en-dro; kollet e oa, met adkavet eo.