Luke 17:14-17

Breton(i) 14 O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet. 15 Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel. 16 Hag en em daolas ouzh treid Jezuz, e c'henou d'an douar, o trugarekaat. Hemañ a oa Samaritan. 17 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An holl zek, ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h eta emañ an dek all?