Luke 17:26-29

Breton(i) 26 Ar pezh a erruas en amzer Noe, a erruo en hevelep doare en amzer Mab an den. 27 An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a roe e dimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag an dour-beuz a zeuas hag o distrujas holl. 28 Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot; an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante hag a save tiez; 29 met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e teuas glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl.