Luke 18:9-12

Breton(i) 9 Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh, hag a zisprize ar re all: 10 Daou zen a bignas d'an templ da bediñ; unan a oa farizian, hag egile a oa publikan. 11 Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se. 12 Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus.