Luke 19:15-19

Breton(i) 15 Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas lakaat degas e servijerien en devoa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en devoa gounezet pep hini gantañ. 16 An hini kentañ, o vezañ deuet, a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek all. 17 Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a draoù, ez po ar galloud war dek kêr. 18 An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp all. 19 Eñ a lavaras ivez da hemañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr.