Luke 20:29-33

Breton(i) 29 Bez' e oa eta seizh breur. An hini kentañ o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale. 30 An eil a zimezas d'e wreg, hag a varvas hep bugale. 31 An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh holl en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale. 32 Ha goude holl ar wreg a varvas ivez. 33 A behini anezho e vo eta gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.