Luke 20:3-7

Breton(i) 3 Eñ a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; lavarit din, 4 badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv, pe eus an dud? 5 Hag int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 6 Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio; rak krediñ a reont ez eo Yann ur profed. 7 Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue.