Luke 22:23-25

Breton(i) 23 Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se. 24 Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ. 25 Met eñ a lavaras dezho: Rouaned ar bobloù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.