Mark 10:23-27

Breton(i) 23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! 24 An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e rouantelezh Doue! 25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 26 Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet, hag e lavarent an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet? 27 Met Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met n'eo ket da Zoue; rak Doue a c'hell pep tra.