Mark 12:23-27

Breton(i) 23 Da behini eta anezho e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh. 24 Jezuz a respontas dezho: Ha n'oc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue? 25 Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en neñv. 26 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, penaos Doue a lavaras dezhañ er vodenn loskus: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob? 27 Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En ur fazi bras oc'h eta.