Mark 14:32-35

Breton(i) 32 Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, ha Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin. 33 Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken. 34 Hag e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit. 35 O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar, da bediñ ma c'hellje an eur-se pellaat dioutañ.