Mark 15:29-31

Breton(i) 29 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn, hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri deiz, 30 en em savete da-unan, ha diskenn eus ar groaz! 31 Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed, a lavare etrezo, en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan!