Breton(i)
19 Dre-se, Herodiaz he devoa droug outañ, hag e c'hoantae e lakaat d'ar marv; met ne c'helle ket,
20 rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel; prederius e oa en e geñver; ober a rae memes kalz a draoù eus e alioù, hag en selaoue gant plijadur.
21 Met un devezh mat a zeuas. Herodez, dre ma oa deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.
22 Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, o vezañ dañset, hag o vezañ plijet da Herodez ha d'ar re en devoa pedet, ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit.
23 Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.
24 O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.