Matthew 11:21-23

Breton(i) 21 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu. 22 Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h. 23 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv; rak mar vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav.