Matthew 13:24-26

Breton(i) 24 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark. 25 Met, e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed, hag a yeas kuit. 26 Pa voe kresket ar geot, ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.