Matthew 24:18-21

Breton(i) 18 hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell. 19 Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se! 20 Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv, nag e deiz ar sabad. 21 Rak bez' e vo neuze ur glac'har ken bras, evel n'eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken.