Matthew 24:36-42

Breton(i) 36 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag aeled an neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken. 37 Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den; 38 rak en deizioù a-raok an dour-beuz, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a zimeze o bugale, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, 39 hag ne ouezjont netra ken a zeuas an dour-beuz d'o c'has holl gantañ; evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den. 40 Neuze, e vo daou zen en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet, 41 e vo div wreg o valañ en ur vilin, unan a vo kemeret hag eben lezet. 42 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou.