Breton(i)
7 Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn dezho.
8 Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan-se; ha pa ho po e gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ.
9 Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit; ha setu, ar steredenn o devoa gwelet er sav-heol, a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan.
10 Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoù gant levenez.